àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier ar vro d'ar Gwener 2 a viz Here 2026

keleier ar vro d'ar Gwener 2 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

N'eo ket distroet ar geot 'ba Brenniliz c'hoazh!

Tregont vloaz warlerc'h emañ atav ar greizenn en he sav war vord al lenn ha n'eo ket echu al labourioù. Pell alese memes, kar ampellet eo bet al labourioù meur a wech. Ar bloaz-mañ eo krog EDF da zismañtrañ ar reakteur memestra hag anoñset 'zo pemzek bloaz labour c'hoazh. Pezh eo, diaes eo atav goût penaos emañ an traoù o vont war-war-raok er greizenn. An tamm kudenn-se an hini eo a vo lakaet war-wel gant un abadenn ispisial a-benn digwener gant ar gevredigezh « Da Lec'h All » e bourc'h Speied digwener. Selaouomp Riwall Huon, eus ar gevredigezh, gant Benjamin Bouard.

Deuit da skoazell Radio Kerne, warc'hoazh 'vo ur fest-noz 'ba Ploneiz!

Disadorn e vo dalc’het ur fest-noz souten da Radio Kerne, unan eus ur radio kevredigezhel hor rouedad, a vez outi dibaae 28 vloaz. Tunvezh Gloaguen Grandjean ha Dominique Merrien izili kuzul-merañ ar radio a lar deomp hiroc'h war perak ar gouel-se. Ur pennad-kaoz gant Morgane Cotten.

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Al liseidi zo war ar straedoù

  • Disoc'h eo gant staliañ ar meinoù e koun reuzidi ar Shoah 'ba Heidenau 'ba Bro-Alamagn gaozen d'an AFD ha d'ar CDU

  • Mediapart 'neus embannet an dielloù 'ya d'ober an enklask war Jordan Bardella

  • Budjed ar Stad C'hall: 43 miliard a euroioù a espern

  • Lazhet eo an tanioù bras 'ba Biscarosse ha Langlon

  • Henny Reistad: c'hoarierez gwellañ ar bed gant ar BBH?


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio