Tro 900 den a oa e straedoù Kemper evit ar servijoù publik
Evit ma ‘vo dalc’het ar servijou puklik, kresket ar goproù ha ma ‘vo diorrenet al labour ! Galvet ‘noant ar sindikadoù ar gargidi hag an holl da vont war ar straedoù hudu. Ur mod ‘oa sa stourm ouzh an diviz graet gant gouarnamant Lecornu da digreskiñ budjed ar Stad eus 54 miliard a euroioù evit ar bloaz da dont hag an efedoù ‘vo da heul. Diwar se zo bet dalc’het kalzig a vanifestadegoù ‘ba Breizh hudu : 3000 den ‘ba Sant-Nazer, 5000 den ‘ban Naoned ha ‘ba Roazhon, 3000 ‘ba Brest, 1250 ‘ba Sant-Brieg, 2000 ‘ban Oriant hag 800 ‘ba Gwened. Metig Jakez-Vargas hag Erwan Blanchard ‘zo bet o c’houlenn gant ar vanifesterien ‘pezh ‘neus lakaet ‘nezho da vont da dibunañ ‘ba Kemper ha ‘ba Brest… Setu mouezhioù Kemper
Un hentad digustum a oa bet tapet gant manifestadeg Kemper, evit echuiñ dirak ensavadur publik ar yec'hed-spered. Gellout a rafe an ensavadur-se kendeuziñ gant ospital Kemper a-raok fin ar bloaz, ar pezh a zo nac'het groñs gant an implijidi.