àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Etre 500 ha 800 manifestour ‘noant dibunet war straedoù an Naoned disadorn

Ur vanifestadeg ‘oa aozet gant Kenurzhierezh Demokratel Breizh. Sklaer ‘oa al lugan embannet gant an aozerien : Divizomp e Breizh ‘vit kaout muioc’h a wirioù ‘bar vro ha gellout adstagañ Liger-Atlantel ouzh Breizh… Ur gemenadenn ‘zo bet roet da glevout d’an holl un nebeut mizioù araok an dilennadegoù da envel prezidant Republik Bro-C’hall… Ha disadorn ‘oa daet ur bouchad tud yaouank da vanifestiñ da embann o soñj…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Peseurt raktresoù gant Diwan evit ar bloavezh 2026-2027 ?


Fin miz Gwengolo eo, ha setu mall eo ober ur poent war raktresoù ar Diwan evit ar bloavezh skol 2026-2027. Penaos mañ an traoù gant ar rouedad a zo bremañ ennan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise ? Petra ‘zo war ar roll labour evit Diwan ar bloaz-mañ ? Un nebeut respontoù diouzhtu gant Anne-Sophie Bratz.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin


Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Fin troiad ar Pab Leon XIV er stad c'hall

  • Mont a ra Lu SUA kuit deus Irak warc'hoazh

  • Harz labour gant ar gargiaded hag al liseidi hiziv

  • Enkadenn bolitikel e Konk-Kerne

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio