àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 28 a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'al Lun 28 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas ar mintin-mañ.

Miliadoù a dud a oa bet o vanifestiñ e pep korn Bro-Frañs disadorn evit an hin.

Ouzhpenn 260 manifestadeg a oa bet dalc'het er vro, un ugent bennak dioute e Breizh, e-giz e Lannuon : eno e oa bet ur c'hwec'h kant den bennak o vanifestiñ e kêr goude-merenn. Ur vilajennig a oa bet savet war ar c'hae d'Aiguillon evit kizidikaat an dud a-raok ar vanifestadeg...

Setu tost tregont vloaz e ra Skol ar C'hleuzioù war-dro kleuzioù Bro-Dreger

Disadorn e oa bet abadenn gentañ ar bloavezh-skol hag e Trogeri e oa en em gavet an dud, e-kichen Landreger, evit kempenn ur mell kleuz hir. Benjamin Bouard a oa war ar plas, asambles gant « medisin ar c'hleuzioù », Saig Jestin.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Bec'h a zo tro-dro da enkadenn al lojeiz e bro Spagn

- Ul lodenn ar senedourien a zo bet adnevesaet e-pad dibenn sizhun

- Kenderc'hel a ra ar Pab e veaj e Frañs

- Kondaonet eo bet muntrerien ar rugbyman Fredirico Aramburu

- Nullet en deus ar C'hanon Français ar friko a oa raktreset e Kemper

- Sport

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio