àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Violette Le Chevert zo tredeogez melldroad a-vicher!

Violette Le Chevert zo tredeogez melldroad a-vicher!

Tredeogiñ ! Setu micher Violette Le Chevert… Tredeogiñ krogadoù melldroad ‘bal live uhelañ kampionad Frañs ar maouezed anvet D1 Arkema sonjit ‘ta ! Dre se e ya ar vaouez yaouank dre Bro-C’hall en he fezh tost bep dibenn sizhun ‘vit mont beket Montpellier, Lyon, Pariz, Naoned, Marsalha pe c’hoazh Lens ha Marseille… Ha n’hallo ket mont beket Sant-Maou da dredeogiñ krogadoù an USSM siwazh kar emañ kleub ar c’hourserezed ‘ba memes lig m’eo enskrivet Violette, da laret eo Breizh, gant kleub War Raok Gwengamp. E-kerzh an abadenn gentañ gant Violette e komzimp eus an hent ‘neus kaset evit en em gavout tredeogez a-vicher hag evel just e lakimp ar gaoz war an tredeogiñ. Div abadenn all ‘vo gouestlet d’ar sportourez eus Bro Dreger… Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio