War-dro 5 milion a dud a rafe yoga e Frañs !
War-dro 5 milion a dud a rafe yoga e Frañs, da lâret kazimant ur milion pemp kant mil a dud ouzhpenn abaoe 2018, hervez ur studiadenn bet kaset da benn gant Kantar Media warlene. Muioc'h a dud a zo bet dreist-holl goude mare ar C'hovid ha n'eo ket digresket an traoù abaoe : kalz tud a vez atô er c'hentelioù yoga er vro, paotred ha merc'hed. Met cheñchet eo an traoù memestra gant an Internet hag an arloadoù. Selaouomp ur c'helenner war ar yoga, Sébastien Guinier.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard.
Da vont pelloc'h :
Div gentel yoga e brezhoneg a vez kinniget gant Sébastien Guinier er vro : unan bep Yaou e Sant-Brieg hag unan all e Gwengamp ur wech ar miz e Ti ar Vro.