Nav c'humun eus Menez are 'maez ar steuñv ouzh an nitrat!
Nav c’humun zo ‘ba Menez Are ‘c’hallfe bout deglaset eus kumunioù a rank bout gwarezet ouzh an nitrat da gumun ordin ma c’haller skuilhan hanvouezh disoursi : Kommanna, Boneur, Brasparzh, Berrien, Brenniliz, ar Fouilhez, an Uhelgoad, Loperec ha Sant-Riwal. Kement mañ ‘oa bet lakaet war wel e kerzh an hañv ha kadarnaet gant ar prefed kenurzhier diazad-dour, bassin versant, Breizh-Liger. An Epaga, an ensavadur da veran an dour ‘ba diazad dour ar Ster Aon hag ar ster Hyeres, ‘noa diskouezhet ar raktres se. Koulskoude ‘oa bet kaset un enklask foran araok ‘noa diskouezhet ‘oa 90 % eus an 300 den ‘noant kemeret perzh ennañ ‘zo a enep ar raktres. Ur raktres da aesaat ar skuilhan hanvouezh… ‘Pezh ne gav ket reizh ur bern izili eus meur a c’hevredigezh ‘vel Bernez Jezekel eus Breizh Vev. Evitañ eo diboell penn da benn ar raktres se. Emañ gant Erwan Blanchard.