àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 22 a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 22 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

An dilennadegoù sened a vo dalc'het a-benn disul e Frañs

E Aodoù-an-Arvor e vo dilennet en-dro tri senedour an departamant. C'hwec'h listenn zo war ar renk eno. En o zouez emañ listenn en tu-kleiz unanet, da lâret ar ar strollad Komunour gall, ar strollad Sokialour hag an Ekologourien. War al listenn-mañ emañ Gérard Lahéllec, senedour Aodoù-an-Arvor abaoe 2020. Tomaz Laken zo bet o c'houlenn gantañ displegañ e soñj diwar-benn emrenerezh Breizh, ur sujed a zo bet lakaet a-raok nevez 'zo gant ul listenn all, Divizout e Breizh, ul listenn brogarour a vod Breizh War Raok, War Sav strollad an tu kleiz dizalc’hour hag Unvaniezh Demokratel Breizh

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken deus Radio Kreiz Breizh

Koñje kerentiezh

Gwechall, pa gane ur c'hrouadur bihan, e chome ar vamm en he gwele e-pad eizhteiz hag an tad a yae da labourat en-dro koulz lâret diouzhtu. Dre voneur eo cheñchet an traoù bremañ hag e Frañs e c'haller goulenn meur a goñje, evit ober war-dro ar bugel nevez-c'hanet. Tri c'hoñje a oa betek-henn goude ganedigezh ar bugel : Ur c’hoñje 2 viz hanter evit ar vamm, ur c’honje 28 devezh evit an tad pe an eil den kar, ha goude-se hag ar c'hoñje kerentiezh evit ar re a faotehe dezhe chom pelloc’h get ar poupon er ger. Ur c'hoñje nevez a c'haller goulenn ouzhpenn abaoe ar c'hentañ a viz-Gouere ar bloaz-mañ evit ar vugale ganet adal ar 1añ a viz Genver : ar c’hoñje ganedigezh. Da lâret ur mizvezh pe zaou evit an tad hag ar vamm, paeet 70 % ag ar gopr ar miz kentañ ha 60 % an eil miz. Kinnig a ran deoc'h selaou daou desteni : Tomaz Laken ha Camille Guihard


Pennadoù kaoz gant Benjamin Bouard hag Aodren Trehin

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Emvod meur an ABU a grog hiziv

  • Keloù nevez war gresk priz an dour-tan

  • An douar zo hor micher : Saloñs labour douar ar bio e Rester

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio