àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

4vet devezh prosez Jean-Patern Ars, tamallet a dorfedoù seksel àr degadoù a vugale.

4vet devezh prosez Jean-Patern Ars, tamallet a dorfedoù seksel àr degadoù a vugale.

Dec’h e oa 4 vet devezh prosez Jean-Patern Ars, renour ha mestr-skol en hentenn divyezheg er skol ar Sacré coeur e Noal-Muzilheg er Morbihan.

Tamallet eo a gwalloù àr ur bugel, tagadennoù hag anseoù tagadennoù seksel àr un 40 bugel bennak, kaouit dañvez pedo-pornografek, ha bout tapet fotoioù a seurt-se ivez.

Ar vugale o deus gouzañvet e dorfedoù a zo paotred razh anezhe etre 6 ha 9 vlez. E-pad beajoù klas, kampoù vakañsiñ ha sortiadennoù maez ar skol e lakae e grabannoù àrne. Ar fedoù a oa bet dijoloet justawalc’h àr zistro ur veaj klas e bro Iwerzhon e miz Gouel-Mikael 2023.

An disoc’h a vo roet àrc’hoazh noz. Sur a-walc’h e vo ur prosez arall evit ar reuzidi nevez dijoloet e-pad ar sizhun-mañ he deus kelaouet Aude Buresi, prezidantez al lezvarn, hiriv.

Aodren Trehin a oa bet é heuliañ an odiañs dec’h d’enderv e lezvarn an torfedoù e Gwened.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio