Ki Du Fest
A-benn an 19/09 e vo dalc'het ar « Ki Du Fest » e Karaez. Ur festival nevez-krouet, evit d'an dud klevet sonerezh punk e Kreiz-Breizh ! Met ouzphenn an dra-se an hini eo : diavaez d'ar sonadegoù 'zo bet pedet meur a gevredigezh eus ar vro da zont, da lakaat war-wel lod stourmoù er vro. Ar brezhoneg a vez soutennet gant ar festival ivez hag ar skolioù brezhonek e Karaez a vo sikouret gantañ.
Lañset e vo ar festival gant marc'had an artizaned ha kêriadenn ar c'hevredigezhioù. An diskouezadeg « Les Bérus Riaent Noirs » a vo prezañtet d'an dud ivez memes amzer ha kinniget d'an dud sellet ouzh ar film « Le Grand Soir ». Pemp strollad a vo war al leurenn, en o zouez René Binamé ha Les Ramoneurs de Menhirs.
Selaouomp Loeiz, aterset gant Benjamin Bouard.