Digoret e vo ur puñs nevez e Norzh ar C'hab evit talañ ouzh ar sec'hor
N'eo ket echu ar prantad sec'hor daoust ma vez klouaroc'h an amzer bremañ. Kalz touristed zo bet en hañv-mañ er C'hab hag al labourerien-douar o deus 'hem dour ivez evit o farkeier. Setu perak o deus goulennet dilennidi ar C'hab e penn kentañ an hañv digeriñ ur puñs nevez e Poullan evit talañ ouzh ar sec'hor. Asantet eo bet gant ar Stad met gorrek eo ar velestradurezh c'hall eme Henri Goardon, maer Goulien ha prezidant sindikad an dour e hanternoz bro ar C'hab. Dav viz goude ar goulenn, n'eo ket posupl c'hoazh sachañ dour diwar ar puñs nevez. Selaouomp anezhañ...
Henri Goardon, prezidant sindikad an dour e hanternoz bro ar C'hab, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ar sizhun-mañ e vo graet studiadennoù gant dour ar puñs nevez, evit bezañ sur eo mat da evañ. Ha ma z a mat pep-tra e c'hello ar sindikad tennañ 150 metr kub a zour bemdez diwarnañ adalek ar sizhun a zeu.