àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Priziet eo bet vilajenn karter Ti Dourig zo loñjiris skañv ennañ

Priziet eo bet vilajenn karter Ti Dourig zo loñjiris skañv ennañ

Priziet eo kêrig ti Dourig ha kêr Gommanna ! Enoret int bet da geñver Emvod bras an Tiriadoù ‘oa dalc’het gant ar Sibca ‘ba Pariz ar sizhun dremenet. Ar Sibca eo saloñs an tiez a degas nebeut a garbon d’an aer. Petra eo ti Dourig ? Ur c’harter bras a 4000 m² gant seizh ti warnañ hag un ti boutin d’an holl. Ur raktres sokial eo war un dro puur e ya pelloc’h ‘vit lojañ an dud ‘ba loñjiris marc’hatmat : reiñ nerzh da Gumun Kommanna. Tiez skañv a gaver ‘ba ti Dourig pe ‘vefe tiez stumm ur yourte, tiny Houses ha kement zo ha n’int ket luget na ouzh rouedad an dour ha na ouzh ar rouedad tredan. Da laret eo eo aes tre da divountañ ‘nezho ha kas ‘nezho da lec’h all. Ha war ar marc’had eo aesoc’h da gaout an aotre da sevel ‘nezho ‘vel ‘pezh a displega Phil Romand ‘zo eil maer ‘ba Kommanna e karg eus an ekologiezh. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio