Keleier ar vro d'ar Gwener 11 a viz Gwenholon 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Priziet eo kêrig ti Dourig ha kêr Gommanna !
Enoret int bet da geñver Emvod bras an Tiriadoù ‘oa dalc’het gant ar Sibca e Pariz ar sizhun dremenet. Ar Sibca a zo saloñs an tier a zegas nebeut a garbon d’an aer. Petra eo ti Dourig ? Ur c’harter bras a 4000 m² get seizh ti warnañ hag un ti boutin d’an holl. Ur raktres sokial eo war un dro peogwir e ya pelloc’h evit lojañ an dud ‘barzh lojeris marc’hatmat : reiñ nerzh da Gumun Kommanna. Tier skañv a gaver ‘ba ti Dourig pe ‘vehe tier stumm ur yourte, tiny Houses ha kement zo ha n’int ket luget na doc’h rouedad an dour na doc’h ar rouedad tredan. Da laret eo eo aes tre da zivontañ anezhe hag o c’has da lec’h all. Hag àr ar marc’had eo aesoc’h da gaout an aotre da sevel anezhe él ma tisplega Phil Romand, eil maer Kommanna e karg ag an ekologiezh. Emañ get Erwan Blanchard.
A-benn disadorn e vo dalc'het pardon Itron-Varia ar Fos e Gwareg, etre Pondi ha Rostren.
Ur pardon dibar a-walc'h eo hennezh : da noz emañ ar prosesion hag ur fest-noz a vez dalc'het mem amzer er c'hoc’hu, e-tal an iliz.
Cheñchet eo an traoù ar blez-mañ : ne vo ket tantad ebet ar wech-mañ, na flamboz erbet e-pad ar prosesion, kuit da blantañ tan get ar sec'hor. Da 6e d'enderv-noz 'vo ar fest-deiz, da 9e30 vo ar prosesion hag ar fest-noz just àr-lerc’h, get sonerien él Diskar, Kerbedig, Chalançon/Gueblez, Lange/Cornée ha re ‘rall c'hoazh.
Selaouomp Romain Sponnagel, unan ag an aozerion, aterset get Benjamin Bouard.
Da glevet ivez:
-25 vlez ‘zo rik e oa degouezhet ar gwalldaolioù spontour kaset get ar strollad islamist Al-Qaida er Stadoù-Unanet.
-Riskloù tumor an toagenn-empenn, pe ar meninj a zo get un nebeut pilulennoù.
-Dec’h e oa komañset prosez Jean-Patern Ars e lezvarn an torfedoù e Gwened. Tagadennoù seksel ha pallforsoù n'eus graet àr 26 bugel.
-Digoret eo prosez Mael de Calan, prezidant LR departamant Penn-Ar-Bed, a zo bet savet klemm doc’hton get Pierre-Yves Cadalen kannad LFI pastell-vro Brest.
-Emañ ar c’hondisionoù labour àr wellaat, met pas evit razh an dud.