àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Ruchennoù

Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Ruchennoù

Fin an hañv pe gozig. An tiommder durant an hañv a zo bet diaes da añdur. Eit an dud, sur a-walh, eit ar loened ivez… hag eit ar gweniñ. An dour, ar bleuñv, toud an traou a vanke. C’hwi ouia petra vez buhez ar gweniñ ? Oet on ha furchal ba archivoù RBG. Kavet meus un nebeudig abadennoù a-zivout ar gweniñ hag ar ruchennoù. Anrejistret oe bet get Monig ar Boulc’h gozig 40 vlez ‘zo.

  • Da getan e vo klewet ur lodenn un abadenn anrejistret get Job Maho. Un den a Verne. Eñ zisplega penost gober ur hruchenn get dreiñ

  • Da heul e vo klewet un archivenn-erell. Jojeb Mouellic da Bloe a zisplega penaost emañ buhez ar gweniñ.

Ale ! Damp neuzen ! Da gomañs an abadenn KM-mañ, peus ket meit ajet ba tal an daol, tapit un tasad te, ur chantelenn bara get amonenn hag ur loead mel àrnehi… ar baraouiz àr an douar. Kavit ket ? E selaou eh oc’h un abadenn kaset da benn get Janlug Mouel

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio