àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pardon Gwareg

Pardon Gwareg

A-benn disadorn (12/09) e vo dalc'het pardon Itron-Varia ar Fos e Gwareg, etre Pondivi ha Rostrenenn. Ur pardon dibar a-walc'h eo hemañ : da noz emañ ar prosesion hag ur fest-noz a vez dalc'het memes amzer er c'hochu, tre kichenn an iliz. Cheñchet eo an traoù ar bloaz-mañ : ne vo ket tantad ebet ar wech-mañ, na flambezenn ebet e-pad ar prosesion, kuit da begañ an tan gant ar sec'hor. Da 6e d'abardaez 'voar fest-deiz, da 9e30 vo ar prosesion hag ar fest-noz pront goude-se, gant sonerien evel Diskar, Kerbedig, Chalançon/Gueblez, Lange/Cornée ha re all c'hoazh. Selaouomp Roman Sponnagel, unan eus an aozerien, aterset gant Benjamin Bouard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio