àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier d'ar Meurzh 8 a viz Gwengolo 2026

Keleier d'ar Meurzh 8 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

RSA: Didamallet eo bet Mael de Calan gant lez-varn Brest

Didamallet eo bet Mael de Calan ‘vit beure. ‘Ni ‘zo prezidant Kuzul Departamant Penn ar Bed ‘oa bet kaset diral al lez varn gant ar CGT asambles gant 6 den zo pe zo bet an RSA. Rebechet ‘oa gant ar re mañ diwezhañ da vMael de Calan ha rener ar servijou ‘ra war dro an dud zo gant an RSA bout harellet anezho war o stad dezho ha betek mont da furchal o c’hontoù bank ha goulenn gant piv ‘oa bet roet dezho chekennoù gant sammadoù arc’hant bihan. Didamallet eo bet Mael de Calan met n’eo ket bet lakaet ar 6 den gant an RSA da laeron. Disammet ‘oa Guillevic Le Cam, unan eus deusho, gant diviz lez-varn Brest. Gant Erwan Blanchard.

Eil festival Itrika 'vo dalc'het 'benn disadorn 'ba Karaez

Matreze 'peus soñj eus an dra-se : e miz-C'hwevrer ar bloaz-mañ e oa bet dalc'het ar c'hentañ festival Itrika e Karaez, krouet gant ur vandennad tud yaouank eus al lise Diwan. Ur festival sonerezh, da lakaat war-wel ha zifenn ar yezhoù minorelaet. Ha n'eo ket achu c'hoazh an tamm avañtur-se, kar un eil festival a vo dalc'het a-benn disadorn. Matreze 'peus soñj eus an dra-se : e miz-C'hwevrer ar bloaz-mañ e oa bet dalc'het ar c'hentañ festival Itrika e Karaez, krouet gant ur vandennad tud yaouank eus al lise Diwan. Ur festival sonerezh, da lakaat war-wel ha zifenn ar yezhoù minorelaet. Ha n'eo ket achu c'hoazh an tamm avañtur-se, kar un eil festival a vo dalc'het a-benn disadorn. Selaouomp unan eus skipailh-aozañ ar festival, Zoé Ronvel, gant Benjamin Bouard.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Devezh "Ospitalioù marv": manifestadegoù 'vo 'ba Frañs a-bezh adalek hudu

  • Gant ur grev emañ paotred ha merc'hed an tan

  • Serret 'vo an ti krampouezh 'zo 'ba beg kastel-dour Gwitalmeze

  • Bro-Alamagn: lakaet eo diaes ar CDU da geñver an dilennadegoù lec'hel

  • Ur pont etre Russia ha Korea an Hanternoz evit kreñvaat an darempredoù etre an div diktatourelezh

  • Marc'h-houarn: div wech kampion ar bed eo bet Aleksandr Le Méhauté 'ba Hunstville


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio