Keleier ar vro d'ar Gwener 04 a viz Gwengolo
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Deskiñ e brezhoneg a-drugarez da gKafe Brezhoneg 'ba Lesneven
Distroet eo ar skolidi ‘bar salioù klas ‘ba penn kentañ ar sizhun mañ ‘vel ma oar an nen… Met ivez distro obererezhioù ar c’hevredigezhioù eo ivez. Ti ar vro Bro Leon, da skouer, ‘neus lanset e penn kentañ miz Gwengolo Kafe brezhoneg. Dimerc’her ‘ba sal an Atalier ‘ba Lesneven ‘oa bet pedet Maina Sicard-Cras gant skipailh Kristof Nikolaz, prezidant Ti ar vro Bro Leon. Daet ‘oa ar gazetennerez yaouank da ginnig an dezenn war an istor ‘noa soutenet fin ar bloaz tremenet diwar benn emdroadur plas ar brezhoneg ‘ban iliz… Selaouomp Kristof Nikolaz, Maina Sicard-Cras, Yann-Mikael hag Annig. Emaint gant Erwan Blanchard.
C'hoarioù Breizh 'vo kelennet 'ba skolaj publik Boulvriag!
Tammig-ha-tammig emañ ar brezhoneg o tont war e giz er skolioù e Breizh, met lod o deus c'hoant da vont pelloc'h c'hoazh. Er skolaj Jules Ferry e Boulvriag e vo kinniget un opsion nevez d'ar re yaouank ar bloaz-mañ : ober anaoudegezh gant c'hoarioù ar vro, c'hoarioù Breizh. Digor eo d'an holl, paotred ha merc'hed, ha kaset e vo ar gentel-mañ da benn gant Serj Falezan, prezidant ar gevredigezh C'hoarioù Nerzh. Selaouomp anezhañ, a-dreñv mikro Benjamin Bouard.
Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:
Dre dri eo bet troc'het ar budjed da difuiñ ar skolioù gant gouarnamant Frañs
20% eus ar C'hallaoued 'zo tapet gant an eko-anken
Strollad an AFD (tu-dehou pellañ) zo lakaet da c'hounit an dilennadegoù 'ba Saxe-Arnhalt warc'hoazh
Kavet eo bet ar vag Maranello 'noa graet peñse d'an 29 a viz Eist a vaez Bro-Saoz
Skipaill maouezed 'c'hoario e D1 ar bloaz mañ!
Breizh Ladies Classic 'vo dalc'het warc'hoazh 'ba Bro-Vigoudenn!