àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un distro laouen 'ba skol Diwan Kastel-Pol!

Un distro laouen 'ba skol Diwan Kastel-Pol!

560 000 skoliad, skolajiad ha lisead ‘zo enskrivet ‘ba Akademiezh Roazhon evit an distro skol mañ. Eus 2550 bugel ha den yaouank eo digresket an niver a skolidi zo strewet etre 2254 skol, 386 skolaj ha 182 lise prevez ha publik. 42 000 kelenner-ez zo gant ur plas evit evit ober war o zro ha kas ar muiañ eus ar skolidi beket ar vachelouriezh pe stummadurioù teknik ha micherel. Da gentañ ‘rank an nen mont d’ar skol kentañ derez memestra. Deomp da Gastel-Pol ma zo ur skol Diwan zo staliet pell zo. Evit beure eo 50 bugel ‘zo distroet d’ar skol. Laouen ‘oa an holl da adkavout o mignoned hag o skolaerezed. Selaouomp ur reportaj gant Erwan Blanchard ‘oa aet war blas… ha da gomañs Taïko Teani, ur paotr yaouank zo e CM1 ar bloaz mañ.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio