àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel


Hudu e adkavo ar vugale o mistri-skol hag o salioù klas goude daou viz vakañsoù.

Ha kalz labour a oa gant skipailh pedagogel skol Diwan Krec'h Gwenn e Kemper evit kempenn ar c'hlas... Divoutin eo ar pezh a c'hoarvezh eno : ranet eo implij ar sal-skal gant ar greizenn dudi ha rankout a ra neuze ar gelennerien distaliañ hag adstaliañ tout an dafar skol bep eil devezh. Pemzek bugel ouzhpenn a vo en distro-skol e Krec'h Gwenn ouzhpenn 'se. Met n'eus bet kinniget diskoulm ebet gant an ti-kêr evit poent. Muioc'h a ditouroù gant Erig Rospape, a zo skolaer eno.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

War an echu e ya an hañv hag ar vakañsoù bras war un dro !

Dibar eo bet an hañv 2026 gaozen eo bet tomm tre an amzer gant tamperadurioù zo aet beket tost 40 derez ‘ba Breizh… Met pas ‘ba pep lec’h. War aodoù hanter noz Bro-Leon e chomet an tamperadurioù gant ul live a c’hall an en anduriñ memestra, ‘vel kostez Plouneour-Trez. Di zo ur c’hamping anvet Slow Village. Alwena Lefeuvre zo e karg eus ar skipailh a degemer an douristed. Penaos eo bet an hañvez gant Slow Village Plouneour-Trez. Muioc’h a displegadennou ganti ...

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :

  • Adkrog eo ar brezel etre SUA hag Iran

  • Ur soudard gall deus al Legion Estren a zo bet prizoniet gant FARC-EP (Sturvod Kreiz) e Kolombia.

  • Didamallet eo bet an trevidig israelat en doa taget ar seurez gatolik Gall e miz Ebrel e Jeruzalem.

  • Aet eo Edouard Balladur d'an anaon

  • Keloù deus Peñse ar vag pesketa Moranello er Mor Breizh

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio