àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel Sinema Douarnenez : ne vez ket doujet gwirioù bugel den e Maroko

Gouel Sinema Douarnenez : ne vez ket doujet gwirioù bugel den e Maroko

Gouel Sinema Douarnenez 'zo er 'zhun mañ ha padout a raio ar festival betek disadorn. Er bloaz-mañ e c'heller gwelet kalz filmoù deus Maroko, a zo ar vro pedet. Moustret eo ar boblañs eno ha difennet eo burutellañ ar rouantelezh, gopridi ar Stad evel ar polis, pe dislavar emrenerezh ar justiz er vro. Joelle Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh Amnesty International, a zifenn gwirioù bugel den. Heuliañ a ra a dost ar pezh a c'hoavez e Maroko...

Emaomp o paouez klevet Joelle Perrot deus Amnesty International. N'hon eus ket meneget en atersadenn piv e oa an daou Marokan toullbac'het e gaou a vez soutenet gant ar gevredigezh. Ar vlogourez Saida El Alami a zifenn gwirioù bugel den. Toullbac'het eo bet warlene en abeg d'he mennozhioù politikel hag evit bezañ burutellet emrenerezh ar justiz er vro. Nasser Zefzafi a zo toullbac'het e gaou abaoe 2017. Kemeret en doa perzh e luskad an Hirak e korn bro ar Rif e 2016. Gwallgaset int bet o daou en toull-bac'h ha kudennoù yec'hed bras o deus o daou.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio