àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Eost 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Embannet en deus Jean-Luc Melenchon e raktres da sevel rannvroioù nevez !

D’ar 14 a viz Gouere ‘oa deuet da Vreizh, e Pempont, evit kendalc’hiñ get e brantad kabaliñ evit an dilennadegoù da vonet da brezidant Bro-C’hall e 2027. Soñj e strollad, LFI, a zo sevel rannvroioù nevez, met rannvroioù hag a dennehe d’an endro naturel, diàr an diazadoù dourerier. Ne chañjehe ket kalz harzhoù rannvro Breizh met bro Naoned a chomehe maez ar vro. Hervez ar pezh he deus kontet Cécile Beaudouin deomp o dehe tud LFI da beurlipat o raktres da sevel ranvroioù nevez c’hoazh…

Muioc’h a displegadennoù get Cécile Beaudouin, kuzukierez kêr LFI e Brest anezhi. Emañ gant Erwan Blanchard.

30 vlez eo Spontus ar blez-mañ!

Da zigarez an deiz-ha blez-se zo bet brasaet ar strollad : Emmanuelle Bouthillier get ar violon hag ar blankenn, Elodie Jaffré é kaniñ ha Lena Rangione get ar banjo hag ar blankenn ivez. Spontus 7, pe Spontus septet eo anv ar bare (strollad) pa sona get an teir flac’h. Ur bladenn nevez a zo bet embannet ar miz paset get Spontus 7 hag emañ ar strollad é ober un droiad àr al leurennoù a-hed ar blezad evit lidañ e 30 vlez.

Youen Paranthoën a zo ar sonour akordeoñs. Repontet en doe da c'houlennoù Aodren Trehin.

Da glevet ivez:

-Sophie Adenot a zo ar c’hentañ vaouez gall astronot bet en egor !

-Ur prosez dibar ‘zo kroget doc’h Meta en dehe touellet ar vugale a-benn o lakaat da vout suj d’ar rouedadoù sokial Facebook hag Instagram.

-Marv eo Yvette Roudy stourmerez veur evit gwirioù ar mouezi.

-Ar « gwir da gaouit sekour da vervel » a zo bet embannet er Journal officiel get Emmanuel Macron.

-Digresket e vo ar gwask e dour ar c'hog adal àrc'hoazh e Konkerne.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio