àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bev eo ar stourm doc'h an hent da gorntroiañ ar Faoued!

Bev eo ar stourm doc'h an hent da gorntroiañ ar Faoued!

Ur raktres kozh a 30 vlez a zo er Faoued : un hent da gorntroiañ ar vourc’h a benn liammañ hent Gwiskri ha kani Kemperle d’an hent pras etre An Oriant ha Rosko, an d769. Adlañset eo bet ar raktres get departamant ar Morbihan e 2023 evit ar 4vet gwezh !

2,8 kilometr a hirder e vehe an tennad hent ha 14 hektar a zouaroù a vehe distrujet evit ur c’houst a 8 milion a euroioù.

Rannet eo da vat an annezidi àr talvoudegezh un hent nevez. Un nebeut re a sava a enep a stourma er stroll « Stop bitume ar Faoued BZH ».

Tolpadegoù zo bet dija aozet gete, un dro vale get tud naturour a vicher e 2024 hag àrlane e oa bet okupet get un nebeut izili un ti a oa àr tres an tamm hent a zo raktreset. Un emgav kentañ a vo get ar stroll hag an departamant al Lun 24 a viz Eost.

Diriaou baset e oa tremenet un 60 bennak a dud ag an Altertour dre ar Faoued. Un droiad bras àr velo eo, evit dijoloiñ ar stourmoù evit an endro hag an diskoulmoù a zo kinniget. Ur mod evit ar stroll da gas begon barzh ar stourm.

Gaidig Evenou a zo é chom er Faoued hag a orin ag ar geriadenn. Kemeret he deus perzh er stroll a-enep an hent.

Ur reportaj get Aodren Trehin.

Stumm hir an atersadenn a vo skignet edan berr e Heklev an hañv pe e Avel em fenn a-benn an distro-skol. Moiand vo deoc’h klevet arguzennoù ar stroll Stop bitume Ar Faoued bzh, hag ur bochad titouroù arall.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio