àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

E Kastell Kermini e kaver oberennoù arzel dic'hortoz !

E Kastell Kermini e kaver oberennoù arzel dic'hortoz !

Ha klevet ho peus anv deus kastell Kermini dija ? War maezioù Rosporden e kaver al lec'h dibar-mañ. Prenet e oa bet a-raok ar C'hovid gant ur strollad arzourien eus Naoned, gant ar c'hoant da zigeriñ al lec'h d'an holl ha da zegemer arzourien hag arzourezed en rezidañs, o toujañ ouzh al lec'h hag an endro dre vras. Muioc'h a zisplegadennoù gant Elodie Signor, a zo amezegez ar c'hastell.


Elodie Signor a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ma fell deoc'h gwelet Kastell Kermini ha pourmen eus un oberenn d'eben tro-dro d'ar Park eo digor bep Sadorn goude mern betek fin miz Gwengolo. Disadorn e vo kinniget un atalier evit deskiñ sachañ ur garigell er parkeier gant azened. Gellout a rit teurel ur sell ouzh programm ar c'hastell dre al lec'hienn « park.kerminy.org »

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio