àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Goulenn a ra an ekologourien ur c'hoñje hin

Goulenn a ra an ekologourien ur c'hoñje hin

D'ar 1añ a viz Mae, devezh etrevroadel al labourerien ha labourerezed, e oa bet kinniget gant strollad an Ekologourien ur mennozh nevez : krouiñ ur c'hoñje hin gopret, pemp devezh, e Frañs. Awenet eo ar mennozh-se diwar al lezennoù labour a gaver e bro Spagn dija. A-drugarez d'an devezhioù-se e vefe gwarezet gwelloc'h al labourerien rak ar gwallreuzoù naturel, eme an Ekologourien. Muioc'h a ditouroù gant Kentin Le Priol, a zo ezel eus strollad an Ekologourien ha dilennad e kêr Gemper.


Kentin Le Priol a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Un den diwar pevar e Frañs a c'houzañv an tommder gor el labour. Kinnig a ra ivez strollad an Ekologourien abaoe pell lakaet e pleustr un ISF hin, evit an dud pinvidikañ, a c'hellfe degas 15 miliard a euroioù bep bloaz.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio