Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Eost 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
An eko-rannvroioù : raktres nevez Frañs Disuj evit sevel rannvroioù nevez er stad c'hall.
Embannet ‘neus Jean-Luc Melenchon e raktres da sevel rannvroioù nevez ! D’ar 14 a viz Gouere ‘oa deuet da Vreizh, ‘ba Pempont, ‘vit kenderc’hel gant e brantad kaballiñ ‘vit an dilennadegoù da vont da brezidant pe Arlevier Bro-C’hall ‘vo dalc’het ‘benn miz Ebrel 2027. Soñj e strollad, Fra ñs Disuj, ‘zo sevel rannvroioù nevez, met rannvroioù hag a denn d’an en dro naturel diwar an diazadoù dourerier (bassins versants). Ne chenchfe ket kalz harzoù rannvro Breizh hervez dileuridi zo deus Frañs Disuj met bro Naoned ‘chomfe maez ar vro. Muioc’h a zisplegadennoù gant Cécile Beaudouin ‘zo kuzukierez kêr LFI ‘ba Brest.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Ur c'hastell evit an arzourien
Ha klevet ho peus anv deus kastell Kerminy c’hoazh ? War maezioù Rosporden e kaver al lec'h dibar-mañ. Prenet e oa bet a-raok ar C'hovid gant ur strollad arzourien eus Naoned, gant ar c'hoant da zigeriñ al lec'h d'an holl ha da zegemer arzourien hag arzourezed en rezidañs, o toujañ ouzh al lec'h hag an endro dre vras. Muioc'h a zisplegadennoù gant Elodie Signor, a zo amezegez ar c'hastell.
ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
Keloù deus ar brezel en Ukraina
Jeu a zo etre Russia ha Japan da geñver donedigezh an arlevier Poutin e inizi ar Gouriled
Disoc'hoù ar prantad sec'hder e Breizh
Priz Jozefin Penkaled