àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz Eost 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ur c'honje labour pa 'vez tomm goz an amzer?

D'ar 1añ a viz Mae, devezh etrevroadel al labourerien ha labourerezed, e oa bet kinniget gant strollad an Ekologourien ur mennozh nevez : krouiñ ur c'hoñje hin gopret, pemp devezh, e Frañs. Awenet eo ar mennozh-se diwar al lezennoù labour a gaver e bro Spagn dija. A-drugarez d'an devezhioù-se e vefe gwarezet gwelloc'h al labourerien rak ar gwallreuzoù naturel, eme an Ekologourien. Muioc'h a ditouroù gant Kentin Le Priol, a zo ezel eus strollad an Ekologourien ha dilennad e kêr Gemper. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

"Ar pezh a chom", diskouezhadeg Kenleur zo liesliv!

Inizi ar C’homor, Jeorji, Turki, Kurdistan pe c’hoazh Breiz da skouer. Lieseurt eo gwrizioù an annezidi ‘zo lakaet àr wel er raktres sokio-sevenadurel « Ar pezh a chom » a zo kaset get Kenleur, kengevredad ar c’helc’hioù keltieg. Aozet eo bet geti atersadennoù ha fotoioù en ur studio berrbad, staliet er c’harterioù poblek en Oriant ha tro àr dro : E Enezeg e Lannarstêr, e Kerioù-Ker en Henbont hag e Ker-nevez ha Koed ar c’hastell en Oriant. Diàr an testenioù a zo bet dastumet eo bet savet un diskouezadeg a oa moiand gwelet e Fest ar Gelted. Poltredoù foto graet get Alain Pérus, dilhad hengounel a bep lec’h er bed hag un teulfilm a oa kinniget. Enora Molac he deus kenurzhiet an diskouezadeg. Emañ gant Aodren Trehin.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Galvet eo paotred ha merc'hed an tan d'ober harzh-labour hudu

  • Gouarnamant Frañs zo o soñjal 'ba krennañ an dispignou sokial c'hoazh!

  • 200 devezh arat a c'hlasder zo aet gant an tan 'ba Saint-Just 'ba Isle-ha-Gwilen

  • Bemdez e tigresk live an dour 'ba Gwerledan eus 10 santimetrad

  • Clara Liberman, eus kleub HBA, a c'haloupo an 800 metrad 'ba kampionad Europa Atle hudu

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio