àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar pezh a chom, ur raktres àr al liested sevenadurel kaset get Kenleur

Ar pezh a chom, ur raktres àr al liested sevenadurel kaset get Kenleur

Inizi ar C’homor, Jeorji, Turki, Kurdistan pe c’hoazh Breiz da skouer. Lieseurt eo gwrizioù an annezidi ‘zo lakaet àr wel er raktres sokio-sevenadurel « Ar pezh a chom », kaset get Kenleur, kengevredad ar c’helc’hioù keltieg.

Aozet eo bet geti atersadennoù ha fotoioù en ur studio berrbad, staliet er c’harterioù poblek en Oriant ha tro àr dro : E Enezeg e Lannarstêr, e Kerioù-Ker en Henbont hag e Ker-nevez ha Koed ar c’hastell en Oriant. Diàr an testenioù a zo bet dastumet eo bet savet un diskouezadeg a oa moiand gwelet e Fest ar Gelted.

Poltredoù foto graet get Alain Pérus, dilhad hengounel a bep lec’h er bed hag un teulfilm a oa kinniget.

Enora Molac he deus kenurzhiet an diskouezadeg.

N’eus ket a deiziad resis c’hoazh met kendalc’hiñ a ray an diskouezadeg e hent e tier karterioù pe mediaouegoù e-korf ar mizioù é tonet.

Festoù etre ar c’hulturioù a zo dija bet aozet hag a vo azet en-dro an 19 a viz Gwenholon en Henbont e ti karter Kerihouais hag ar 26 e Kerfrehour e Lannarstêr. Kinniget e vo prantadoù tañva dañsoù ag ar bed.

E karter Koed ar c’hastell en Oriant an 20 hag an 21 a viz Du e vo Ar pezh a chom er gouel Sitoyaned ag aze ha lec’h all (Citoyens d’ici et d’ailleurs).

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio