àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Roet eo bet 38vet Priz ar Menn da Julien Le Mentec

Roet eo bet 38vet Priz ar Menn da Julien Le Mentec

Achiv e oa fest ar gelted disul, hag e mesk tout an traoù a oa er program e oa roidigezh Priz Herve Ar Menn.

Julien Ar Menteg en deus bet ar priz dimerc’her baset. Ar sonour, pec’henn Tavarn ar roue Morvan ha prezidant sonerion Gourin a zo bet trugarekaet evit hollad e obererezhioù.

Ouzhpenn ar skudell (asiedenn) Henriot en deus Julien Ar Menteg resevet ur chekenn 300 euro. Choejet en deus implij ar sammad-se evit plantañ ur wezenn e-tal kastell Tronjoly evit pep a sonour a vo trec’h e koñkour Gourin. Gellet a ray ivez kinnig unan bennak evit degemer ar priz ar blez é tonet.

Priz Herve ar Menn a oa bet krouet get Emglev sevenadurel Breizh e 1988. Enoriñ a ra an dud pe ar c’hevredigezhioù o deus kaset traoù da benn evit skignan ha treuzkas sevenadur ar vro, dre ne vern peseurt mod. Tapet e oa bet da skouer get Radio Bro Gwened e 2001.

'Barzh ar reportaj savet get Aodren Trehin ho po tro da glevet Serge Guidel hag a zo ezel ag ar juri, Thierry Rouaut, prezidant emglev sevenadurel Breizh ha Tanguy Gicquel en doa bet ar priz e 2024.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio