àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 10 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'al Lun 10 a viz Eost 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

E miz Gouere eo bet asantet get ar Vodadenn Vroadel al lezenn Ripost, a venna kreñvaat ar c'hastizoù a-enep d'an dud a zegasa trubuilh en urzh publik.

Skoiñ a ra al lezenn-se àr chouk an deuferion, da lâret eo an dud a yz d'ar gouelioù dieub, ar free parties pe rave parties e saozneg. Bremañ e c'hellay aozerien seurt festoù bout kastizet a zaou vlez toull-bac'h ha 30 000€ tell-gastiz. An dud a za da zañsal a c'hellay gi pakiñ 500€ tell-gastiz àr al lec'h get an archerion.

Loeiza a gemera perzh er free parties a-c’houde meur a vlez. Direizh eo al lezenn Ripost eviti.

Hegaset eo ur strollad tud a implij an trenioù TER e Su Breizh, al linenn etre Kemper ha Gwened, rak re nebeud a drenioù a glota get an devezhioù labour 9eur mintin 5eur noz.

E miz Gourhelen o deus skrivet ul lizher digor evit laret ne oa ket trawalc'h a drenioù evite. Jean-Mari Olivier a zo ezel ag ar strollad-se. Kemer a ra an tren a ti-gar An Alre evit donet da labourat e Kemper. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Nac’het eo bet get Israel ar programm peoc’h diwezhañ bet kinniget ger ar Stadoù-Unanet.

-Ar fallaaat emañ an darempredoù etre Spagn hag Itali da c'houde donedigezh 70 000 enbroad a Voraok da Ceuta.

-Chom a ra daou zevezh evit em brepariñ a-raok marv-heol.
-Emañ ar 5vet barad tommder é arriv e Frañs.

-4 rekours doc’h ar parkoù tourioù-avel àr vor e su Breizh a zo savet get prezidant departamant ar Morbihan.

-sport: Trec’h eo ar rederez ag an Izel-Vroioù Demi Vollering e tro bro Frañs ar merc'hed evit an eil gwezh.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio