àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Heklev an Hañv 28/07/26 : Eus Breizh da Gaza : An dour

Heklev an Hañv 28/07/26 : Eus Breizh da Gaza : An dour

Brav eo an amzer e Breizh, eus Brest betek Naoned, glav ebet war hon fennoù. Pouezus eo evañ dour pa vez tomm gor an amzer evel-se. Dour evapl, dour eus ar rivieroù, eus ar stêrioù, dour o tifoupañ eus an douaroù… E-kreiz an tabutoù zo emañ an dour - eus Breizh betek Palestina. Deus an dra-se e vo anv hiziv en hoc’h abadenn Heklev an Hañv.


. Gerard Lahellec, senedour Aodoù-an-Arvor eus ar strollad Komunist Republikan Citoian Ekologist. Hennezh ‘n oa votet a-enep d’al Lezenn anvet Loi d’Urgence Agricole lec’h ma vez cheñchet kalz an doare da wareziñ, da verañ ha da stokiñ an dour a-benn kontantiñ interestoù an agro-industri.

. Ur gronikenn Gerioù ar Vuhez diwar-benn ar Gwirioù gant Herri an Naou ha Marie-Laure Groix.

. Jeannot Flajeul eus Palestina Dieub 22. Ral a-walc'h eo an dour e Sav-Heol kreiz. E-kreiz ar brezel a gas Israel evit aloubiñ ha trevadenniñ an tiriadoù tro-dro dezhañ emañ an dour.

Sonerezh :

. Entre dos Aguas, Paco de Lucia

. Love is You, Faraj Souleiman

Heklev an hañv

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio