Manif enep an nukleel : 15 000 a dud er straedoù
Tro dro pemzek mil a dud deus n'um vodet disadorn evit larêt trawalc'h d'an nukleel.
Trawalc'h iwez get chantieroù an EPR hag an THT. Un taol kaer eo bet an devezh hag an digarez iwez da lakaat sklaer ar gaoz a-zivout an nukleel en arbenn ag ar bouezherezhoù prezidant 'benn ar blez-mañ-za. Eva Joly - europa ekologiezh -, Corinne Lepage : cap 21 - ha Philippe Boutou : NPA : deus lâret e arsavint get an nerzh « lous »-mañ ma vint dilennet. Andrea ar Gal, a RBG oa en dibunadeg disadorn, dastumet deus sonjoù lod manifesterion.