àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

230 plas nebeutoc'h a vo er skolioù klañdiouriezh e Breizh

230 plas nebeutoc'h a vo er skolioù klañdiouriezh e Breizh

Divizet he deus ar rannvro serriñ 230 plas er skolioù klañvdiouriezh en distro-skol. Rak ne vo ket arc'hantaouet ar plasoù-se ken gant ar Stad ha digoret e oant bet gantañ just a walc'h goude ar C'hovid. Padal e vank tud a-vicher e bed ar yec'hed e Breizh ha kreskiñ a raio an ezhommoù rak war goshaat ez aio ar boblañs. Margot Rupin a zo klañvdiourez en un arnodva dielfennadennoù mezegel e Kemperle. Setu he soñj war an diviz-se.

Margot Rupin a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 18 plas a vo serret e skol klañvdiouriezh an Oriant da skouer. Votet en deus kuzul-kêr ar gumun un hent e fin miz Even o c'houlenn digant ar rannvro hag ar Stad mont war gil ha serriñ nebeutoc'h a blasoù eno.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio