àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dre ar fent e stourma Breizh Unvan

Dre ar fent e stourma Breizh Unvan

Savet o deus izili ar gevredigezh panellioù nevez-flamm get anvioù kumunioù al Liger-Atlantel àrne. Ar pal a zo lakaat àr wel eo anat herveze stagiñ en-dro ar 44 da Vreizh.

Diskouezhet eo bet ar panellioù evit ar wezh kentañ àr pont bras Kaodan a-dreist d’an hent tizh ar 6 viz Mezheven. Bep kentañ sadorn ar miz e vez stourmerion poellgor an Oriant eno. Met n’eo ket c’hoazh bet embannet deiziadoù resis evit an dibunadegoù get ar panellioù e straedoù al Liger-Atlantel.

Alan Ar Gal, teñzorour ha stourmer e Breizh unvan e strollad An Oriant a oa doc’h mikro Aodren Trehin. Muioc’h a zispelgadennoù geton.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio