Awel em Fenn - Merc'her 17 a viz Mezheven
Ur sal Snoezelen evit ar grennarded get ezhommoù ispisial a zo bet kempennet e Skolaj-lise Diwan Gwened. Ul lec'h a-feson eo evit ar re a zo tapet get TND (trubuilhoù an dioren neurologel) pe aotegezh da skouer. Aodren Trehin a oa aet da reportajiñ àr blas. Selaouit Theo ur skolajiad, Céline Meneses ar renourez ha Glen Ar Srat, ar penngasour.
Tro ho po ivez da glevet Anaïs Le Roux é toullañ kaoz get Yann Boishardy diàr he Beaj e Tailand.
Kronikennoù nevez a zo get Splann! Doereioù a bep seurt a vo roet get Caroline Trouillet da Enora Molac.
Kinnigte e vo ar c'heleier get Metig Jakez-Vargas (kudenn teknik get ar son)
Kaset eo an abadenn get Emrys a RBG