Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Gourhelen 2026
Embannet eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Neizhour e oa bet dalc’het Merc’heriadoù an Thabor, un darvoud aozet get Skeudenn Bro-Roazhon e park an Thabor.
Bep merc’her e miz Gourhelen e e vez sonadegoù hag arvestoù dañsoù Breizh. Ar pal a zo buheziñ Roazhon ‘pad an hañv evit ar Roazhoniz ne ‘yont ket da vakañsiñ é lakaat àr wel sevenadur Breizh. Standoù get kevredigezhioù ezel a Skeudenn Bro Roazhon hag ur stal pladennoù a vez kavet ivez. Bep Merc’her betek an 22 a viz Gouere e vo aozet Merc’heriadoù an Thabor.
Selaouomp doc'hhtu Ael-Anna Maze, kenurzhierez Skeudenn Bro Roazhon ha Jean-René Ar Moulleg doc'h mikro Anton Burel ha Tangi Poisson a Radio Kerne-Roazhon.
Da glevet ivez:
-Pouneraet eo c’hoazh bilañs an daou grenn-douar a oa bet e Venezuela.
-Un afer justis nevez a zo àr chouk an RN da geñver parlamant Europa.
-An dilennadegoù prezidant.ez 'vo an 18 a viz Ebrel hag an 2 a viz Mae 2027.
-35 000 milioner nevez zo bet e Frañs e 2025.
-Ne vo ket a ospital nevez etre Sant-Maloù ha Dinan.
-Teuzerezh Breizh a zo dirak al lezvarn genwerzh hiriv.
Foto: Merc'hervezhioù an Thabor 2025, kredit Radio Breizh