àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

30 000 a vonedoù ruz e straedoù Kemper.

30 000 a vonedoù ruz e straedoù Kemper.

Disadorn oa galvet an dud da vanifestiñ get ar c'holektif "Bevañ, divizout ha labourat e Breizh". Kement-mañ evit goulenn ma vo nulet evit mat an ekotaos ha ma vo gwarantet ar labour er vro ha pa vez ur bochad uzinioù é vonet da goll en termen-mañ, dreist-holl ba bed ar gounedvouederezh. Berzh neus graet an dolpadenn neuze ha daet 'zo tud a Vreizh a-bezh. Jean-Pierre Le Mat eo ezel ar c'holektif "Bevañ, divisout ha labourat e Breizh", hag é penn CGPME, sindikad patroned antreprizioù bihan e Aodoù an Arvor. Lâret e oa e Breizh ma oa ar feur izelañ a floderezh en embregerezhioù. Embannet neus Christian Troadec e oa an dolpadenn e Kemper "un darvoud a-bouez e buhez hag istoer ar Vretoned". A-gevred oa dilennidi, ne vern peseurt tu politikel e oant, implijidi, patroned, pesketourion, tud an transportoù ha peizanted. Xavier Le Goff zo desaver yêr e Plouaret. Daet e oa da vanifestiñ get ar C'hoordination Rurale. Un eil manifestadeg oa savet e Karaez diàr galv ar Front de gauche hag ar sindikadoù CGT, Solidaires hag FSU a faote dezhe kentoc'h bout doc'h tu an implijidi, pas ket ar batroned. Etre 700 ha 2500 a dud oa daet eno. Gwelet eo bet tud ar strollad EELV eno. Atav e oa an holl akord evit diwhenn an implij e Breizh sur-walc'h hag estroc'h evit se. Ar sevenadur hag ar bed kevredigezhel hep par èl ma neus lâret Jean-Luc Martin, prezidant festival an Erer Kozh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio