Gant Muncai ha JD aet aet ar maout en Taol-Lañs 2026 !
Gouel Broadel ar brezhoneg a oa bet e Maner Kernaod e Mellag e-pad an dibenn sizhun ha digwener da noz e oa bet dalc'het, evel kustum, an taol-Lañs da zigeriñ ar gouel. Troet mat e oa ar strolladoù war ar rap ar bloaz-mañ, pevar arzour pe strollad rap a oa en holl. Divizet en deus ar wech-mañ ar juri reiñ ar priz d'ar rapour Muncai er rummad tud a-vicher ha d'ar soner ha kaner folk JD er rummad Dazont ...
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Al loread Muncai a vo gwelet war leurenn Deus'ta e miz here dre m'en deus gounezet ar priz kentañ.