àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un diviz foran evit an dilennadegoù tiez-kêr e korn bro Gemper

Un diviz foran evit an dilennadegoù tiez-kêr e korn bro Gemper

A-benn disadorn e vo aozet un diviz foran e Kemper, evit an dilennadegoù tiez-kêr, en-dro d'ar c'hinnigoù a gaver e "Levrig gwenn ha du ar brezhoneg e bro Gemper". Roet e vo ar gaoz da saverien al levrig, izili eus Ti ar Vro ha da zilennidi ar strolladoù politikel bet pedet da zont. Pevar dem a vo lakaet war-wel, o vodañ an deskadurezh, ar sevenadur pe c'hoazh, penaos reiñ da lenn ha da glevet brezhoneg er c'hêrioù. Bernez Kere, kenprezidant Mervent ha Yann-Ber Le Roy, bezprezidant Ti ar Vro Kemper a zispleg hiroc'h deomp ouzh mikro Katell Uguen. Digor eo an diviz d'an holl, disadorn da 10e vintin e Ti ar Vro Kemper.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio