àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

1500 a dud 'noant dibunet 'ban Oriant da geñver ar Pride

Disadorn e oa 6vet Kerzhadenn al loc’h An Oriant !1500 den, kement eget él àrlane neuze, o doa dibunet e straedoù kêr ar c’hwec’h porzh. Muntr ar paotr yaouank Noahm d’an 2 a viz Mezheven e-korf un dagadenn homofob a oa bet lakaet ar gaoz àrnan, met un aergelc’h gouel a oa memestra da vat get arvestoù drag ha sonererezh mod dj set àr ar c’hirri en dibunadeg. Judikael hag Elisa o doa kemeret perzh barzh ar pride. Laret a reont deomp perak e oant daet. Ur reportaj gant Aodren Trehin.

Lenn levrioù e brezhoneg war ul lennerezh!

Ha lenn a rit marteze levrioù war ar skrammoù, pe ul lennerezh. Siwazh, n'eus ket kalz a levrioù e brezhoneg er c'hatalogoù kinniget enlinenn. Setu ar gevredigezh Diouzhtu, staliet e Lokronan, a zo o klask diorren an embannerezh niverel, o kinnig a bep seurt levrioù a izel briz. Yann Trocheris a zo ezel eus ar gevredigezh diouzhtu, kinnig a ra deomp peseurt levrioù a vo embannet e mod-se a-benn nebeut. Emañ Yann Troc'heris gant Pauline Daniel en Arvorig FM.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • En em gavet eo an dizalc'hourien gant ar muiañ a blasoù da geñver an dilennadegoù proviñs

  • Troc'hoù 'vo graet 'ba budjed Stad Bro-C'hall 'benn ar 7 a viz Gouere

  • Unnek den zo marvet da geñver krash ur c'harr-nij 'ba Nancy

  • Fondiri Breizh zo lakaet dindan adreizhadur barnezherel

  • 60 devezh arat zo aet gant an tan 'ba Menez-C'homm e-kerzh an dibenn sizhun

  • Skipailh Kanada eo ar skipailh kentañ 'neus gounezet e blas da c'hoari tro an 32 skipailh

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio