àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Asambles evit an emrenerezh" peseurt kinnigoù gant ar strolladoù breizhad

"Asambles evit an emrenerezh" peseurt kinnigoù gant ar strolladoù breizhad

« Asambles evit an emrenerezh » ! Disadorn ‘oa bodet ar strolladoù ‘zo o labourat ‘vit ma ‘vo Breizh gant ur statud emren ur wech bennaket. Diwar youl Kristian Troadeg ha Yvon Ollivier ‘oa bodet dileuridi eus ar strollad dizalc’hour War Sav, Douar ha Frankiz, an emrenourien eus an UDB, eus al luskad « Greomp Breizh » pe c’hoazh eus « Alliance fédéraliste bretonne ». Komz asambles, en em gavout asambles en dro. Ur c’hammed kentañ ‘oa d’an holl da vont war du emgavioù all ha sevel ur savenn unanet ? Re abed eo evit embann an dra se. Pezh zo sur ‘neunt gellet dileuridi ar strolladoù embann o soñjoù evit sevel ur rannvro emren… Selaouomp Tifenn Siret eus an UDB, Gael Roblin eus War-Sav ha Korentin Gaillard eus "Greomp Breizh" da gentañ. Emañ gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio