Kregiñ da 6eur mintin e rank ober liorzhourien an takadoù glas !
Tomm gor e oa an amzer hiziv e Kemper, evel e pep lec'h e Breizh. Rankout a ra pep hini azasaat e vod da vevañ hag e vod da labourat evit ober eus ar gwellañ diouzh an amzer. Thomas Moysan Simon a zo liorzhour e takadoù glas kêr Gemper. Divizet en deus e skipailh cheñch ec'h eurvezhioù labour ha kregiñ da 6e mintin ar sizhun-mañ...