àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

RSA: Mael de Calan kaset dirak al lez-varn gant ar CGT

RSA: Mael de Calan kaset dirak al lez-varn gant ar CGT

Politikererzh Mael de Calan war an RSA ‘zo lakaet diaes ! Dec’h oa dalc’het un devezh audiañs ‘ba lez varn Brest. Kaset ‘oa Mael de Calan dirak ar justis gant ar CGT asambles gant c’hwec’h den ‘neunt dougenet klemm evit an abeg a harellerezh. Pezh zo lakaet war wel ganto eo ar mod eo kaset ar politikerezh da digreskiñ an niver a dud gant an RSA zo feuls ha direizh. Ur politikerezh efedus tre war e seblant kar dindan pemp bloaz eo digresket eus 25 % an niver a allocatairien (skoredourien!!!) ‘ba Penn ar Bed p’eo digresket eus 5 % hepken ‘ba vFrañs er memes koulz hervez ar CGT. 18 den ouzhpenn ‘neunt testeniet eus ar mod harellerezh zo lakaet e pleustr gant ar servijoù sokial. En o mesk Karen, ‘neus displeget da Erwan Blanchard an diaesamantoù ‘neus bevet ha perak eo pouezhus seurt prosesoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio