àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 24 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 24 a viz Even 2026

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

'Ba Kemper e komañs al liorzhourien gêr da 6e gant o labour!

Tomm gor e oa an amzer dec’h e Kemper, evel e pep lec'h e Breizh. Rankout a ra pep hini azasaat e vod da vevañ hag e vod da labourat evit ober eus ar gwellañ diouzh an amzer. Thomas Moysan a zo liorzhour e takadoù glas kêr Gemper. Divizet en deus e skipailh cheñch ec'h eurvezhioù labour ha kregiñ da 6e mintin ar sizhun-mañ... Reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

Damserret e oa skol Diwan Penharzh dec'h

Goulennet o deus skolioù Diwan Kemper na chomfe ar vugale er gêr ma oa posupl evit o familhoù, pe c'hoazh kas ar vugale d'ar skol diouzh mintin hepken. Rak re domm eo savadurioù zo. Didud e oa ar porzh skol e Skol Diwan Penharz hiziv da vare an ehan kreisteiz...Lino a oa ar bugel nemetañ eus e glas da vezañ deuet... Klevet 'vo ivez Thierry ar Ster, skolaer anezhañ. Reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

E brezhoneg 'neunt tremenet c'hwec'h lisead an arnodenn math evit ar bak
Prantad an arnodennoù eo e fin ar blez. An 12 a viz Mezheven, e oa miliadoù a liseidi e Breizh hag e Frañs e tremen ar bak matematikoù. Respont e brezhoneg, setu un dibab kalonek a zo bet graet get 6 lisead e kentañ klas e lise Diwan Gwened. Nec’het e oa ar grennarded dre ma ne ouient ket ma vehe bet asantet o c’hopiennoù pe pas. Get o c’hevredigezh An houlenn o deus skrivet ul lizher digor d’ar rektordi dre ar rouedadoù sokial evit displegañ perak eo reizh herveze gober get o yezh evit tremen ar vachelouriezh. Aelig, Jaoua, Nell ha Herri a oa doc’h mikro Aodren Trehin, asambl get ar renerez Celine Meneses.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Korsika emren: 271 depute 'neunt votet evit ar raktres.

  • Dav 'vo d'ar gargidi diskuliañ an dud dibaper 'ba Sued.

  • Pemp taliban zo bet degemeret gant Unvaniezh Europa evit komz eus kas ar repuiid Afghan d'o bro en dro.

  • Ar senedourien Amerikan 'neunt votet evit ma teuio ar soudarded o vrezeliñ ouzh Iran da Stadoù Unaned en dro.

  • Nullet eo an Ultra trail Marin 'ba Gwened.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio