àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 19 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 19 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Gouel ar Sonerezh e Kentreg

Benn Disul e vo Gouel ar Sonerezh, lidet e vo un tamm pep lec’h er stad c’hall, E Breizh ivez evel-just, ba ti rannvro Breizh e Roazhon da skwer war porzh an ostel courcy e vo ur sonadeg gant Emezi. E parrozioù all e oa bet aozet ar gouel a-raok, evel Kentreg e Bro Roazhon da skwer peogwir e oa disadorn tremenet. Aozet e oa, evel bep bloaz gant ar gevredigezh Les excintriques a aoz bep bloaz Gouel ar sonerezh hag ar sportoù. Setu disadorn d’enderv e oa sportoù a bep seurt, marc’hegouriezh, Badminton ha Trial VTT … ha diouzh noz e oa bet klevet stiloù sonerezh disheñvel : rock, rap, pop pe kan ha diskan. E-mesk ar strolladoù e oa Laz-seniñ Kentreg anvet declic et déclap, selaouomp Elizabeth diouzthu a gan el laz-seniñ hag a zo a youl-vat evit les Excintriques, ha Kaou a zo produour ar rapour Orphé en deus kanet el leurenn dirak ar Synchro Bar

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Kan e skolaj Gregam

Evit an eil gwerzh eo kaset ar raktres « Pozioù » get departamant ar Morbihan asambl get 5 ti ar vro an departamant. A-hed ar blezad skol o deus skolajidi ‘zo desket ha studiet kanennoù e brezhoneg get muzisianed a-vicher. Ar blez mañ e oa Youenn Lange, Elouan Le Sauze hag Elodie Jaffre. Un 10 skolaj bennak o doa goulennet kemer perzh er raktres ha 5 a zo bet dibabet. Katell Perron a Ti ar vro bro An Alre, Youenn Lange hag Elouan Le Sauze a oa doc’h mikro Gael An Du a Radio Bro Gwened e skolaj Sant-Jojeb e Gregam kostez Gwened.

Ur pennad-kaoz gant Gael an Du deus Radio Bro-Gwened

Ha da glevet ivez :

  • Emglev etre SUA hag Iran

  • Kenderc'hel a ra lu Israel da aloubiñ ha bombeziñ Liban

  • Serret e vo pleg-mor Gwaskogn 'pad ar goañv 2027

  • Disoc'hoù Kip ar bed

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio