àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pozioù: Ur raktres evit liammiñ ar skolajidi get sevenadur ar vro

Pozioù: Ur raktres evit liammiñ ar skolajidi get sevenadur ar vro

Evit an eil gwerzh eo kaset ar raktres « Pozioù » get departamant ar Morbihan asambl get 5 ti ar vro an departamant.

A-hed ar blezad skol o deus skolajidi ‘zo desket ha studiet kanennoù e brezhoneg get muzisianed a-vicher. Ar blez mañ e oa Youenn Lange, Elouan Le Sauze hag Elodie Jaffre.

Un 10 skolaj bennak o doa goulennet kemer perzh er raktres ha 5 a zo bet dibabet.

Katell Perron a Ti ar vro bro An Alre, Youenn Lange hag Elouan Le Sauze a oa doc’h mikro Gael An Du a Radio Bro Gwened e skolaj Sant-Jojeb e Gregam kostez Gwened.

Ouzhpenn da skolaj Sant-Jojeb e Gregam e oa ivez barzh ar raktres skolaj Brizeux en Oriant, skolaj Kerbellec e Kewen, skolaj Diwan Gwened ha skolaj Jean-Loup Chrétien Kistreberzh. En holl un 70 skolajiad bennak o deus kemeret perzh d’an avañtur-se tro dro d’an glad dizañvezel.

Ur reportaj savet get Gael An Du ha frammet get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio