àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

"Kan ha muzik e Breizh" evit ma vo skignet muioc'h sonerezh Breizh

D’ar Gwener 5 a viz Even e oa bet savet ar gevredigezh "Kan ha Muzik e Breiz"h. Pal ar gevredigezh-se a zo lakaat war wel ha skignañ ar sonerezh produet e Breizh, pe vije ar c’han, ar pop roc’k, ar rap ar punk hag all … Savet eo bet diwar an diouer a blas evit arzourien Breizh amañ b’ar vro peogwir eo diaes dezho bezañ programmet b’ar salioù ha b’an darvoudoù sevenadurel, ha ne vezont ket klevet kalz b’an embregerezhioù prevezh pe b’ar straedoù kennebeut. Brieg Guerveno neus savet ar gevredigezh-mañ ‘sambles gant arzourien all ha neus bet ar mennozh sevel ur garta … selaouomp anezhañ diouzthu. Emañ gant Anton Burel.

IGP Gwin Breizh 'vit Breizh pemp departamant!

Disadorn tremenet e oa bet bodet izili Kuzul Sevenadurel Breizh en Ostel Courcy e Roazhon. E mesk ar sujedoù a oa bet tabutet e oa un het diwar-benn lec'h orn gwarezet Breizh, an IGP ma ‘peus c’hoant. Dizingal eo an traoù evit poent, lod deus al LOGoù pe an IGPoù a zo war Breizh 5 departamant lod all war tirriad Rannvro Breizh 4 departamant. Evit poent e chom ar rannvro etre daou, IGP ar Gwin zo ur skwer mat : Ar gevredigezh association pour la valorisation des vins de bretagne zo o sevel un IGB Bio gwinoù Breizh war pevar departamant, Hep Gwinieg Naoned, harpet eo gant ar rannvro er raktres-se. Deus un tu all Sindikad gwiniennerien Breizh zo o sevel un IGP Gwinoù Breizh war pemp departamant. E memes koulz Sindikad ar gwinoù IGP Traoñ al Liger a zo a enep krenn d’ar raktres IGP Gwin Breizh 5 departamant. Setu evit sklaeraat an traoù eo bet votet a unvouez un het gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit ma ne vefe harpet gant Rannvro Breizh nemet an IGPoù a ra gant Breizh 5 departamant. Selaouomp diouzhtu Cédric Choplin ezel deus ar c’huzul sevenadurel neus kinniget an het-se ‘sambles gant kuzulierien all … Emañ gant Anton Burel.

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Votet zo bet ul lezenn evit digoll bugale enez ar Reunion 'oa bet kaset da Frañs dre heg

  • Ur goaptresour eus Russia zo bet drouklazhet gant Russiz 'ba Pologn

  • N'hallo ket Viktor Orban kaballiñ 'ba Hungaria evit mont da vinistr kentañ

  • Kondaonet eo Stad Frañs peogwir n'eo ket efedus awalc'h ar politikererzh evit talañ eus ar bezhin glas

  • "Asambles evit an emrenerezh": ur c'hollok 'vo dalc'het 'benn disadorn 'ba Karaez


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio