àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Mezheven 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Mezheven 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Politikererzh departamant penn ar bed àr an RSA a zo e kreiz ur prosez dreist-ordinal.

Dec’h oa dalc’het un devezh odiañs e lezvarn Brest. Kaset ‘oa Mael de Calan, prezidant an departamant, ha Roman Chantelot, rener an ekonomiezh, al labour hag al lojeriz dirak ar justis get ar CGT ha konfederation paysanne penn ar bed asambl get c’hwec’h den o deus douget klemm evit an abeg a « harellerezh melestradurel ». Pezh zo lakaet àr wel gete eo ar mod m’emañ kaset ar politikerezh da zigreskiñ an niver a dud get an RSA ‘zo feuls ha direizh. Karen, he deus displeget da Erwan Blanchard an diaesamantoù he deus bevet ha perak eo pouezhus seurt prosesoù.

Un 300 bennak a dud ‘oa deuet da souten ar stourm dirak ar lez-varn.

Disoc'h ar prosez a vo ar 7 a viz Gwenholon 2026.


Dec’h e oa devezh kentañ arnodenn ar bak. El kustum, ar filozofiezh, pe ar prederoureziezh a oa an dañvez kentañ. Erwan Blanchard en doa goulennataet Konstantin ha Mia e Lise Diwan Karaez.

A c’houde un nebeut blezadoù eo digresket pouezusted an arnodennoù e fin ar blezad dre m’eo bet lakaet e plas arnodennoù dibaouez.

Da glevet ivez:


-Adkomanset e oa dec’h ar marc’hatadennoù evit degemer Ukren barzh Unaniezh Europa.

-Disadorn e oa bet miliadoù a dud e Belfast er vanifestadeg a-enep ar gouennelouriezh.

-Poblañs Bro Suis n’eus votet "nann" d'ur referendum da harziñ an enbroañ.

-Tolpadegoù 'zo bet dec'h hag a vo bep lun da geñver afer Lyhanna.

-Kip ar bed melldroad ar baotred : disoc'hoù dec'h + ur c'hrogad 'vo embannet àr Arvorig FM, Radio Kerne ha Radiobreizh.bzh: Bro-C'hall doc’h Senegal. Adalek 9 eur nemet kard 'vo displeget ar match e brezhoneg.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio