àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Prezidant departamant Penn-ar-Bed a vo barnet hiziv e afer an RSA

Hiziv e vo barnet e Brest prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener servijoù an an RSA en departamant evit « harelerezh melestradurel ». Kaset int bet dirak al lez-varn gant ar CGT ha c'hwec'h den a reseve an RSA. Re a wask a vez laket war an dud vresk hervezhe. Maelenn Bernard a resev an RSA en departamant, a-brantadoù, abaoe eizh bloaz. Santet he deus e oa strishaet politikerezh an departamant hag e oa graet ar c'hontroloù RSA mod nevez evit lakaat an dud diaes.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ar Plastic Odyssey a oa e Konk-Kerne e-pad an Dibenn sizhun

Ur vag divountin a oa posupl gweladenniñ e-pad an dibenn sizhun e Konk-Kerne : ar Plastic Odyssey. War vourzh e kaver mekainkoù da adaozañ ar plastik hag ijinadennoù low-tech. Deskiñ a reer ivez e peseurt mod e vev an akipaj hep plastik pe dost. Ul lec'h evit deskiñ eo, a ginnig diskoulmoù pleustrek. Marin In, martolod ha keginer e-bourzh ar Plastic Odyssey, a gont hiroc'h deomp war ar pezh a vez graet gante. 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas


Ha da glevet ivez :

  • Kavet o deus Iran ha Stadoù Unanet un emglev war ar peoc'h e Kornog Azia

  • G7 e Evian ha No G7 e Geneva

  • Arnodenn dre-skrid kentañ ar vachelouriezh

  • Krogadoù melldroad Kib ar Bed

  • Gourfenn Kib Breizh : aet eo ar maout gant Pondi !

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio