àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gwask a vez laket war ar beizanted gant an departamant eme ar C'honf29

Gwask a vez laket war ar beizanted gant an departamant eme ar C'honf29

'Benn dilun e vo dalc'het prosez prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener an implij en departamant. Tamallet e vez dezho gant ar CGT ha c'hwec'h den en o anv dezho bezañ lakaet e plas ur sistem « harellerezh melestradurel » en departamant d'an dud vresk a c'houlenn an RSA. Divizet en deus Konfederasion ar beizanted mont asambles gante ha mont da gevrenn geodedel, partie civile e galleg, en afer-mañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Julien Taleg, mouezh-aotreet Konfederasion ar beizanted e Penn-ar-Bed.

SON

Julien taleg a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Gervel a ra sindikad konfederasion ar beizanted d'en em vodañ adalek kreisteiz dirak lez-varn Brest, da vont a-enep da bolitikerezh an RSA kaset gant an departamant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio