àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 10 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 10 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Ar 14 prizoniad politikel Kanak a zo bet didamallet

Al lez varn neus embannet e oa didamall ar 14 stourmer deus an tu kleiz dizalc’hour Kanak CCAT a oa bet bac’het ha 7 dioñte diportet da vro c’hall da vare ar stourm a enep adreizh korf an dilennerien. Ar prokulerezh neus graet galv, met un trec’h eo memestra. ‘pad mizioù int bet lakaet en izolerezh ha strewet e prizonioù disheñvel an eil d’egile evit ma vefe an diaesañ posubl d’ar familhoù mont da welet anezho. Selaouomp diouzhtu Valerie Kervella he deus heuliet an teuliad …

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Dilennadegoù-prezidant gall e Breizh

A-benn 10 miz bremañ e vo an dilennadegoù-prezidant er stad c'hall. Krog eo ar prantad kaballiñ da vat, dreist-holl er c'hêrioù bras. Met penaos eo an traoù er c'humunioù bihan war ar maez, petra eo santimant an dud war blas ha peseurt efed o deus an tabutoù bras war buhez pemdeziek an annezidi ? Selaouomp diouzhtu Lionel Henry Maer Mousterel-ar-Gwast ha bez-prezidant Kumuniezh kumunioù Traoñ an Il-Elvinieg e karg deus an treuzdougen

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Fin an harz-tennañ etre Iran ha Stadoù Unanet ?

  • Bombezadegoù israelian e Liban ha Palestina ac'hubet

  • Karim Bouamrane, maer sokialour Saint-Ouen a zo war ar renk en dilennadegoù prezidant gall

  • Kip melldroad ar bed

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio